Mont d’an endalc’had

Lizher da Filemon

Eus Wikipedia

Unan eus an tri lizher bet skrivet gant Sant Paol pa oa prizoniad e Roma (60-62[1] pe 61-63[2]) eo al lizher da Filemon.
Eus memes rummad hag al lizher d'an Efezidi hag al Lizher d'ar Goloseidi e vefe eta hervez La Bible de Jérusalem[2]. Emañ e Testamant Nevez ar Bibl.

Berr eo al lizher-mañ. Setu penaos e vez kinniget gant Maodez Glanndour[3] :

« Ur bilhed berr n'eo ken evit goulenn digant Filemon, unan eus kristenion Kolosae, reiñ frankiz d'e sklav Onezimoz. Hemañ goude e laerezh, a zo tec'het kuit eus ti e vestr. Paol, goude kaout anezhañ, en deus e droet d'ar feiz. Bremañ, petra ober ? Adkas Onezimoz d'e vestr ? Ma plijfe da hemañ diskouez trugarez e-keñver e sklav e vefe sur-mat kristenoc'h. »

Ouzhpennañ a ra La Bible de Jérusalem[4] e tiskouez al lizher-mañ pegen kizidik e oa an abostol e-keñver an dud, ha kadarnaat a ra e sell war ar sklaverezh.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da lizheroù Sant Paol", eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 354
  2. 1 2 (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1487
  3. (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da lizheroù Sant Paol", eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p; 356
  4. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1488