Liet International

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Liet International zo ur genstrivadeg evit kanaouennoù e yezhoù minorelaet eus Europa. Aozet e vez bep bloaz en ur gêr disheñvel.

E proviñs Friz, en Izelvroioù, e veze aozet bep bloaz, abaoe 1991, ur genstrivadeg kanaouennoù nevez e frizeg, anvet Liet (kan). E 2002 e voe divizet gant an aozerien digeriñ ar genstrivadeg da dud eus broioù bihan all en Europa, evit broudañ ar re yaouank d'ober gant yezhoù ar broioù-se hag evit kinnig ul leurenn etrebroadel d'ar sonerien ha d'ar ganerien er yezhoù-se. E 2009 e voe divizet kemer an anv Liet International. Hag a vloaz da vloaz eo kresket ar genstrivadeg, a sach muioc'h-mui a ganerien ha muioc'h-mui a arvesterien ivez. Deuet eo Liet International bremañ da vezañ un doare Eurovision, nemet e vez kanet e yezhoù minorelaet. Bep bloaz e vez aozet ar genstrivadeg en ur vro disheñvel en Europa. E 2010 e oa bet aozet en Oriant ; er bloavezh-se e oa bet gounezet ar genstrivadeg gant ar strollad Orka eus an inizi Faero. E 2012, e Gijón, e oa bet gounezet gant ar ganerez Lleuwen Steffan[1], zo genidik eus Kembre met o vevañ e Breizh bremañ hag o kanañ e brezhoneg.

2018[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liet International 2018[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Edo an 12vet Liet International, e miz Mae 23 2018, e Neushoorn Leeuwarden e Friz.

Niverenn. Arzour Kan Yezh Qualification Renk Poentoù
1 Afro-Carib Ensemble Sranan Tongo 9 75
2 Familia Caamagno Galizeg 12 61
3 Jenne Decleir “Dans met mij” Aantwaarps 10 73
4 Evgenia Udalova komieg 14 26
5 Stonecrobs “Yn Frijheid Kinsto Libje” frizeg Liet 2018 5 111
6 Zaman “Alga” (Алга) Bashkir 7 110
7 Gerda Stevenson & Kyrre Slind “Aye The Gean” Skoteg 3 119
8 Whyte “Tairm” Gouezeleg 11 71
9 Nastasia Zürcher “Espertos” Galizeg 2 Priz ar sonerien 133
10 Pira Aroumaneg 13 49
11 The Rowan Tree “Tresor” kerneveureg 1 Priz kentañ 141
12 Luko Reinders frizeg Winner Liet 2017 4 116
13 Inger Karoline Gaup & band “Oahppan lean” Samieg Sámi Grand Prix 2018 5 111
14 Billy Fumey “Bondze Heidi” arpitaneg 8 78

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]