Brabanteg
Neuz
Ur yezh c'hermanek eus skourr ar frankeg izel eo ar brabanteg (izelvroeg: brabants) komzet e Norzh Brabant en Izelvroioù hag en Antwerpen ha Brabant Flandrez e Belgia.
Peurliesañ e vez graet an diforc'h etre ar brabanteg diouzh un tu hag ar c'hleverlandeg (zuid-gelders) diouzh an tu all met eo gwirionez ez int ken tost an eil d'egile ma vefe tu d'ober rannyezhoù eus an hevelep yezh anezhe.
N'en deus ar brabanteg statud ofisiel ebet e neblec'h.
Daoust ma chom un drederenn eus poblañs an Izelvroioù war takad-yezh ar brabanteg ne vez ket komzet er c'hêrioù bras. E Belgia ez eo ar brabanteg yezh voutin an darn vrasañ eus an dud a ra gant ar flandrezeg nemet e Brusel ma ra an dud kentoc'h gant ar galleg.