Llydaw
Neuz
(Adkaset eus Letavia)
Llydaw a dalvez kement ha Breizh e kembraeg.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ledav eo ar ger brezhonek (distaget 'ledaw'), bet en implij betek an XIIet kantved, ha dibaot ha lennek e implij el lennegezh a vremañ.
Diwar ar wrizienn "led", e talvezfe kement ha douar-bras, met martezeadennoù all a zo. Sell ouzh pennad Ledav ar Wikeriadur [[1]].
Letavia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv Letavia a veze graet gant ar Vrezhoned eus Breizh Vihan e latin ivez. Kar eo d'an anv kembraek Llydaw.
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Llyn Llydaw, en Eryri, en hanternoz Kembre
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- O ben Tir Llydaw, un danevell beaj gant Dyfnallt e 1937
- LLydaw, barzhoneg gant Gwenallt, en dastumad Eples e 1951, en enor da Yann-Vari Perrot.
- Llydaw am byth, troidigezh kembraek ur romant flandrezek gant Valère Depauw, diwar-benn Breiz Atao.
Kevredigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Cymdeithas Cymru-Llydaw, Kevredigezh Kembre-Breizh: [[2]]