Leporicypraea valentia
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Valentia
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Leporicypraea | ||
Anv skiantel | |||
Leporicypraea valentia (Perry, 1811) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Leporicypraea valentia a zo unan eus ar tri spesad a vez renket er genad Leporicypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a vev er meurvor Habask etre Filipinez hag Melanezia an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Perry e 1811 [2].
Roet eo bet an anv Valentia en enor da Lord Valentia en deus bet ar grogenn gentañ kavet.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Leporicypraea valentia bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea valentia (perry, 1811) anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin ral an hini eo. Kavet e vezont e kevioù ha frailhoù mogerioù reier etre 15 ha 80 m donder[3].
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 78 mm ha 94 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 60 mm gour pe ramz, betek 100 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leporicypraea mappa ha Leporicypraea geographica spesadoù all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Habask etre ar Filipinez hag ar Melanezia.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=578051(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=578051(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)