Leporicypraea geographica

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Leporicypraea geographica
Naturalis Biodiversity Center - ZMA.MOLL.53916 - Leporicypraea geographica (Schilder & Schilder, 1933) - Cypraeidae - Mollusc shell.jpeg
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Leporicypraea
Anv skiantel
Leporicypraea geographica
(Schilder & Schilder, 1933)
D'ar vevoniezh
AlphaHelixSection (yellow).svgKantarell, Iduns kokbok.jpgSymbole-Zoo.png
e tenn ar pennad-mañ.

Leporicypraea geographica a zo unan eus ar tri spesad a vez renket er genad Leporicypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin ez-lerc'hel a vev e meurvor Indez an hini eo.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Schilder & Schilder e 1933 .[2]

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Leporicypraea geographica o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea geographica (Schilder & Schilder, 1933) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae en ur spesad Cypraea hepken.
  • Leporicypraea mappa geographica (Schilder & Schilder, 1933) hervez Lorenz & Hubert.[3]

Daou isspesad a zo bet diskrivet :

  • Leporicypraea geographica geographica (Schilder & Schilder, 1933)
  • Leporicypraea geographica rewa (Steadman & Cotton, 1943) isspesad o vezañ studiet er mare-mañ da wiriekañ e statud a isspesad.

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin boutin ezlerc'hel an hini eo. Kavet e vezont dindan bloc'hadoù reier etre live al lanv izel betek 45 m donder.

Ment[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 50 mm ha 72 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 43 mm gour pe ramz, betek 89 mm.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Leporicypraea mappa, spesad tost-tre e dresadennoù ha Leporicypraea valentia spesad all ar genad.

Kartenn al lec'hioù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Indez.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=578048 (en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=578048(en)
  3. a ziskrive anezhañ evel un isspesad eus spesad Leporicypraea mappa, Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)