Leporicypraea mappa

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Leporicypraea mappa

Hoc'hig-mor kartenn
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Leporicypraea
Anv skiantel
Leporicypraea mappa
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Leporicypraea mappa a zo unan eus ar tri spesad a vez renket er genad Leporicypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin ez-lerc'hel a vev er meurvor Habask hag e meurvor Indez an hini eo.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 [2].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Leporicypraea geographica bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea mappa Linnaeus, 1758 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Cypraea alga Perry, 1811 anv aet da get
  • Mauritia mappa (Linnaeus, 1758) anv aet da get

6 isspesad a zo bet diskrivet :

  • isspesad : Leporicypraea mappa admirabilis Lorenz, 2002
  • isspesad : Leporicypraea mappa aliwalensis Lorenz, 2002
  • isspesad : Leporicypraea mappa mappa (Linnaeus, 1758)
  • isspesad : Leporicypraea mappa subsignata (Melvill, 1888)
  • isspesad : Leporicypraea mappa ultraviola Lorenz & Bridges, 2014
  • isspesad : Leporicypraea mappa viridis (Kenyon, 1902)

1 isspesad ouzhpenn a zo bet diskrivet met o vezañ studiet emañ c'hoazh :

  • isspesad : Leporicypraea mappa rosea (Gray, 1824)

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin boutin ezlerc'hel betek ral evit isspesadoù zo an hini eo. Kavet e vezont dindan bloc'hadoù reier pe koral etre live al lanv izel betek 110 m donder.

Ment[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 58 mm ha 86 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 40 mm gour pe ramz, betek 101 mm.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Leporicypraea geographica, spesad tost-tre e dresadennoù ha Leporicypraea valentia spesad all ar genad.

Kartenn al lec'hioù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Habask ha meurvor Indez.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=396637(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=396637(en)