Leon godellek
| |||
|---|---|---|---|
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Daniskevrennad : | Marsupialia | ||
| Urzhad : | Diprotodontia | ||
| Kerentiad : | Thylacoleonidae | ||
| Genad : | Thylacoleo | ||
| Anv skiantel | |||
| Thylacoleo carnifex Owen, 1859 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Al leon godellek (Thylacoleo carnifex) zo ur godelleg kigdebrer aet da get. Bevañ a rae en Aostralia adalek an oligosen betek ar pleistosen. Aet e voe da get 50.000 bloaz 'zo.
Bras-mat e oa kigennoù e garvanoù e-keñver e vent. Gant-se e tlee krog al leon godellek bezañ an hini kreñvañ eus krogoù an holl vronneged (bev pe aet da get hiziv) : ken kreñv e oa krog ul leon godellek 100 kg ha hini ul leon 250 kg a-vremañ.
Skilfoù pak-dispak a oa dezhañ hag ar godelleg nemetañ e oa gant an dibarder-se. Moarvat e c'helle pignat er gwez evel ar banterenn a-vremañ.
Diwar studiadennoù un nebeud eskern e c'houlakaer e oa al leoned godellek war-dro 100-130 kg o fouez. Lod anezho a oa moarvat ouzhpenn 160 kg dezho.
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket liammet al leon godellek ouzh al leon a-vremañ. Er genad Thylacoleo e oa, asambles gant :
- Thylacoleo hilli (Oligosen, Pliosen)
- Thylacoleo crassidentatus (Pliosen)
- Thylacoleo carnifex (Pleistosen)
- Thylacoleo robustus (Pleistosen)
- Thylacoleo australis (Pleistosen)
- Thylacoleo oweni (Pleistosen)