Mont d’an endalc’had

Ledringem

Eus Wikipedia

Kumunioù Frañs
Anv izelvroek ha flandrezek kornôgel Ledringem
Anv ofisiel Ledringhem
Lec'hiadur
Skoed
Riez Frañs Frañs
Rannvro Hauts-de-France
Departamant Norzh
Bro hengounel
Arondisamant Dukark
Etrekumuniezh Communauté de communes de l'Yser
Kanton Wormhout
Kod INSEE 59338
Kod post 59470
Maer Christian Delassus
Amzer-gefridi 2014-2020
Gorread 7,01 km²
Led 50° 51' 19" Norzh
Hed 02° 26' 30" Reter
Uhelder kreiz 19 m
Uhelder bihanañ 11 m
Uhelder brasañ 26 m
Poblañs hep kontoù doubl 679 (2011)
Stankter 97 a./km²
Lec'hienn ar gumun

Ledringem en izelvroeg, anv ofisiel e galleg: Ledringhem , a zo ur gumun eus Flandrez Frañs (departamant Norzh), er Westhoek.

Krouet eo bet ar gêriadenn e mare ar Gelted kozh pe galian-roman . Orin an anv a vefe "ti" pe "bro" (hem) "Ledrae", hemañ o vout un tiern galian. E dibenn en XIXvet kantved e voe kavet un teñzor, ennañ 50 000 pezh aour galian-roman (25 000 liv ruz gante, abalamour d'ar c'houevr stank enne, 25 000 liv melen dezhe).

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ: tammoù obuzioù ha restadoù munisionoù a gaver c'hoazh en ur dreiñ an douar e parkeier Ledringem, pezh a ziskouez edo Ledringem war an talbenn.

Eil brezel-bed:

  • Mae 1940:
    • devet e voe milin Ledringem e-pad an emgannoù. Gant e benn e voe adkempennet an Drievenmeulen, milin Steenvoorde ;
    • un emgann a voe e Ledringem d’ar 25 ha d’an 26 etre soudarded ag ur rejimant saoz, ar 5th Glosters (Gloucestershire Regiment), hag al Lu alaman;
  • 1944: un emgann a voe e Ledringem etre al Lu breizh-veuriat hag al Lu alaman p'edo an Alamaned o kuitaat reter Bro-C'hall evit mont daved Brusel. Merket eo mogerioù lod ag an tiez gant boledigoù mitrailhetennoù.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen 50 (52 marteze) soudard saoz eus ar C'hommonwealth a voe douaret er vered e miz Mae 1940, e-pad an Eil brezel- bed. 10 anezhe a zo dianv. Bez unan anezhe ne c'hell ket bout lec'hiet ez resis[1].

Glad relijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz mod hallekerke (gant tri nav-iliz, memes ment dezhe), gouestlet da Sant Omer, eus an XVIvet kantved, gant ograoù hag ur gador-prezeg ag an XVIIIvet kantved, un tabarlank hag ur stern-aoter a Sant Omer ag an XVIIIvet kantved.
  • Meur a chapel war ar maez.

Emdroadur ar boblañs 1793-2011

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[2]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
2000 → bremañ Christian Delassus
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ww2museums
  2. Cassini hag EBSSA