Lazhadegoù ar foibe


Lazhadegoù ar foibe zo lazhadegoù graet en Istria, er foibe (liester ar ger foiba, hag a dalv kement ha "fezier"). Meur a lazhadeg a c'hoarvezas enne, met brudet eo ar re a c'hoarvezas e dibenn an Eil Brezel-bed, pa zeuas bagadoù komunourien eus Yougoslavia da aloubiñ kêr Drieste. Miliadoù a dud a vije bet lazhet e Venezia Giulia, Istria ha Dalmatia, ha taolet o c'horfoù e fezier naturel. N'eo ket sur e vijent bet lazhet holl gant komunourien eus Yougoslavia avat, rak lazhadegoù ivez a voe graet gant Alamaned ha faskourien italian.
Petra eo ar foibe[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur « foiba » zo un anv italianek lec'hel deuet eis ar frioulef, hag a vez graet eus fozioù don a gaver er c'harst, er c'hornad-se eus Istria. War-dro 1700 eus ar fezier-se a gonter el ledenez.
Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezhioù 1920[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Istria, er bloavezhioù 1920, le voe implijet ar foibe gant ar faskourien evit kaout an dizober eus ar Slaved[1].
E-pad an eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Miliadoù a dud, hag italianegerien an darn vrasañ anezho (entre 4000 ha 12000), ha 17000 en holl, a voe taolet er fozioù , marv pe vev, ha dreist-holl gant partizaned ar marichal Tito.