Lars Løkke Rasmussen
Neuz

Lars Løkke Rasmussen (15 a viz Mae 1964) zo ur politikour danat, bet kentañ ministr Danmark (Statsministre, Ministr Stad)[1] etre 2009 ha 2011, hag etre 2015 ha 2019. E penn ar strollad politikel Venstre (dehou-kreiz) e voe etre 2009 ha 2019 ivez.
Kemeret en doa lec'h Anders Fogh Rasmussen e 2009, pa oa bet anvet hennezh da sekretour meur Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel. A-raok e oa bet ministr e gouarnamant Anders Fogh Rasmussen.
Dilennet e oa bet Rasmussen evit ar wech kentañ er Folketinget (Parlamant) d'an 21 a viz Gwengolo 1994. Daoust m'o deus un anv heñvel, n'eo ket kar tamm ebet d'e ziagentidi, Anders Fogh Rasmussen ha Poul Nyrup Rasmussen. Stank-kenañ e vez kavet an anv-familh Rasmussen e Danmark[2].
| En e raok: Anders Fogh Rasmussen |
Kentañ ministr Danmark Ebrel 2009 – Here 2011 |
War e lerc'h: Helle Thorning-Schmidt |
| En e raok: Helle Thorning-Schmidt |
Kentañ ministr Danmark Mezheven 2015 – Mezheven 2019 |
War e lerc'h: Mette Frederiksen |
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Statsministeriet, Lec'hienn ofisiel.
- ↑ Mest populære for- og efternavne for alle danskere, Anvioù stankañ e-touez Daniz, Danmarks Statistik
