Mont d’an endalc’had

Lamm Ikaros

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lamm Ikar)
Lamm Ikaros
Pieter Brueghel gozh, 1554-1555
Eoullivadur war lien
73,5 × 112 cm
Mirdi an Arzoù-kaer
Brusel

Lamm Ikaros zo un daolenn livet gant Pieter Brueghel gozh e 1568, hag a zo kollet an doare kentañ anezhi. Daou eillivadur a zo war ziskouez e Brusel avat : unan er Mirdi van Buuren hag egile e Mirdi an Arzoù-kaer.

E 1996 e kavas da arbennigourien e oa un eillivadur ha n'eo ket asur diwar zorn piv eo.

Kentañ tra a weler eo al labourer-douar oc'h arat gant e benn-kezeg, arouez buhez ha stad mab-den war an Douar ; da c'houde e weler ur maesaer deñved o sellout ouzh an oabl. Petra en deus gwelet ? Ikaros o klask nijal, da lavarout eo o klask achap diouzh dere an dud war an Douar ha tostaat d'an doueed. Pelloc'h war tu dehou an daolenn e weler un divhar un den dreist gorre ar mor : Ikaros eo c'hoazh, goude e gouezhadenn – den ne c'hall tec'hel a-zirak e blanedenn, ret eo d'an dud bevañ war an Douar ha tennañ o magadur dioutañ.

Diazezet eo an daolenn war mojenn Ikaros kinniget gant ar skrivagner roman Ovidius en e levr Metamorfozoù. Enni e weler ul labourer-douar oc'h arat e bark.

Barzhonegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]