La cena de Emaús (La mulata)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
La cena de Emaús (Koan en Emaus)
La mulata, by Diego Velázquez.jpg
Diego Velázquez, war-dro 1618 - 1622
eoullivadur war lien
55 × 118 cm
Gailearaí Náisiúnta na hÉireann
Dulenn
Iwerzhon

La cena de Emaús (Koan en Emaus e brezhoneg), anavezet ivez evel La mulata, zo ul livadur gant Diego Velázquez hag a zo war-ziskouez e Gailearaí Náisiúnta na hÉireann, e Dulenn (Iwerzhon).

Livet e vije bet e Sevilla a-raok 1623, met arzvarnerien zo hag a lavar eo kentoc'h war-dro 1617-1618, ha neuze e vije unan eus oberennoù kentañ al livour, met re all a soñj gante eo war-dro 1620-1622. Abaoe 1987 emañ e Gailearaí Náisiúnta na hÉireann goude bezañ bet legadet gant Alfred Beit.

An daolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vaouez yaouank, teñval liv he c'hroc'hen, ur c'hoef gwenn war he blev, a-drek taol ur gegin, ken na weler nemet hanterenn uhelañ he c'horf. En he dorn kleiz emañ o terc'hel ur picher a zo war an daol e-touez picheroù all, e pri pe arem, ur mortez, hag ur penn kignon. Ouzh ar voger ez eus ispilhet ur baner ozilh hag ur serviedenn wenn enni. Abalamour d'an elfennoù-se e vez tostaet an oberenn-mañ ouzh ar bodegones, pe naturioù diflach, deskrivet gant Antonio Palomino e-touez oberennoù Vélasquez.

Met war-dreñv, dre ur prenestr, e tamweler Jezuz ouzh taol gant un diskibl ; al lien a seblant bezañ bet troc'het ha n'eus ket eus an eil diskibl. Setu perak e vez meneget an daolenn e-giz Koan Emaus.

Un doare all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An daolenn miret e Chicago

Un daolenn beuzheñvel a oa bet graet gantañ ivez er memes koulz, ha homañ a zo dalc'het en Art Institute of Chicago, anvet The Kitchen Maid e saozneg. 55cm x 104.5cm eo he ment.