Mont d’an endalc’had

Lágrimas Negras

Eus Wikipedia

Lágrimas Negras (Daeloù du) zo ur bolero kuban savet gant Miguel Matamoros en 1929, hag unan eus kanaouennoù aroueziusañ sonerezh Kuba, kaoz enni eus daeloù unan a zo o aet e bried kuit .

Edo Miguel Matamoros e Santo Domingo, an enezenn e-kichen Kuba, e leti Luz Sardaña, pa glevas ur vaouez o ouelañ en ur gambr e-kichen e hini. Krediñ a reas dezhañ e oa marvet unan bennak diganti. Met lavaret e voe dezhañ edo o ouelañ abalamour d'he fried a oa aet gant ur vaouez all en derc'hent.
Eus an darvoud-se e oa deuet ar ganaouenn.

Fent a zo er ganaouenn pa weler ar gwaz oc'h ober ur santez ("mi santa" ) eus ar vaouez dilezet gantañ. E doareoù all e kaver a bep seurt anvioù all :

An Trío Matamoros, war-dro 1930. Int e oa ar c'hentañ kanerien.
Compay Segundo.

E-leizh a zo hag a vo, menegomp :

ha re all.

Anv ar ganaouenn zo bet roet d'ur film savet diwar-benn ar Vieja Trova Santiaguera‎.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

-Komzoù hervez an doare kanet gant Compay Segundo :

  • e [musica.com]
  • e [[1]lyrics=1&utm_source=google&utm_medium=search&utm_campaign=lyrics&pcampaignid=kp-lyrics&u=0# google.music]]

-Kanet amañ en un doare dispar :

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]