Alicia Keys

Alicia Keys, Alicia Augello-Cook he anv gwir, bet ganet d'ar 25 a viz Genver 1981 e New York, zo ur ganerez Soul hag R'n'B stadunanat.
Gwerzhet he deus dija ouzhpenn 28 milion a bladennoù er bed a-bezh, ha gounezet he deus ur bern prizioù : 12 Grammy Awards, 17 Billboard Music Awards ha 5 American Music Awards.
Hi eo zo bet dibabet evit kanañ Another Way to Die, kanaouenn 22vet film James Bond, Quantum of Solace, asambles gant Jack White.
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 2001 eo deuet er-maez he CD kentañ, Song in A minor, m'emañ ar c'hanaouennoù Fallin, A woman's worth ha How come you don't call me.
E 2003, The Diary of Alicia Keys, enni You Don't Know My Name, If I Ain't Got You, Diary ha Karma.
E 2005 eo deuet er-maez Unplugged, he fladenn "live" kentañ ; Unbreakable a adkaver enni.
E 2007 eo deuet er maez As I am, gant No one, Like you'll never see me again, Superwoman ha Teenage love affair.
E fin 2009 eo deuet er-maez he fladenn ziwezhañ, The element of freedom, gant Doesn't mean anything ha Try sleepin' with a broken heart.