Mont d’an endalc’had

Kergustentin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kêrgustentin)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Kergustentin
kêr, melestradurezh tiriadel
Anv ofisielΒυζάντιον, Константинопол, Цариград, Истанбул, Стамбул Kemmañ
Anv er yezh a orinΚωνσταντινούπολις Kemmañ
Anvet diwarKustentin Iañ Kemmañ
KevandirEuropa, Azia Kemmañ
StadTurkia Kemmañ
Kêr-benn eusImpalaeriezh roman ar Reter, Impalaeriezh latin Kergustentin, Impalaeriezh roman, Impalaeriezh roman ar Reter, Impalaeriezh otoman Kemmañ
Daveennoù douaroniel41°0′45″N 28°58′48″E Kemmañ
Raklec'hiet gantBizantion Kemmañ
Heuliet gantIstanbul Kemmañ
Erlec'hiañ a raBizantion Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/constantinople Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Constantinople Kemmañ
Map

Kergustentin, pe Konstantinopolis, pe Constantinopolis ( Κωνσταντινούπολις e gregach, Constantinopolis e latin, Istanbul e turkeg)), a zo bet diazezet e deroù an IIIvet kantved gant an impalaer roman Constantinus Iañ, pe Kustentin, evit krouiñ un eil kêrbenn d'an Impalaeriezh roman, ur Roma nevez dibabet da anv nevez ar gêr gozh Bizantion, met chomet eo an eil anv en enor da Gustentin, Constantinopolis (gresianeg : Κωνσταντινούπολις).
Dre urzh Kustentin eo bet adsavet hag adkempennet dindan un nebeud bloavezioù, kaset di kinkladurioù pinvidikañ an impalaeriezh. Lidet e voe an digoridigezh d'an 11 a viz Mae 330. Bravoc'h ha brasoc'h eget Roma e oa deuet da vezañ dre ma kreske pinvidigezh Impalaeriezh roman ar Reter a oa bet savet pa oa bet divizet gant Teodosius Iañ ma vije e zaou vab o ren war bep a hanterenn eus an impalaeriezh roman a oa erru re vras evit bezañ meret en un doare efedus gant ur renerezh kreizennet en ul lec'h hepken. Kêrbenn ar bed gresianek e oa ivez hag ur greizenn kenwerzh, an hini pouezusañ er bed anavezet e-pad kantvedoù. Deuet eo da vezañ Istanbul, kêrbenn gozh ha kêr vrasañ Turkia. Annezidi Kergustentin a zo anvet ar Gergustentinidi, met graet e vez ar Vizañtiz eus outo peurvuiañ.

Pennad pennañ Bizantion

Bizantion a oa un drevadenn staliet er VIvet kantved gant Gresianed Megara war strizh-mor ar Bosfor etre ar Mor Kreizdouar hag ar Mor Du. Ul lec'h strategel e oa hag unan eus ar re wellañ evit ar c'henwerzh. War riblennoù un draonienn anvet ar C'horn-Aour e oa bet staliet ar porzhioù, ar porzh kenwerzh ha porzh ar morlu.

Adsavidigezh kêr gant Kustentin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe adsavet gant Kustentin e lavared e oa staliet war seiz menez evel Kêr-Roma. Ar "Straed-greizenn" (ar Mêsê), mein-marbr e-leizh warni, riblennet gant bolzwaregoù hir a-hed meur a gilometr, a zibune porchedoù, plasennoù, bolzioù-enor, delwennoù hag ilizoù kinklet gant marelladurioù hag ikonoù aourennet.