Mont d’an endalc’had

Kydippe

Eus Wikipedia

Kydippe (Κυδίππη e gregach) zo anv meur a vaouez e mojennoù Hellaz kozh.

  • Kydippe, mamm Kleobis ha Biton. Honnezh a oa belegez an doueez Hera, hag o vont d'ul lid-gouel d'an doueez edo. Oc'hen a oa da dennañ he c'harr, met he mibien Biton ha Kleobis a reas en o lec'h, a-hed ar 45 stadia (8 km). Ken plijet e oa ar velegez o welout he mibien ken deol ma c'houlennas digant an douee Hera reiñ d'he bugale ar gwellañ tra a c'halle un doue reiñ d'un den. Kenkent e kouezhas an daou vreur eus o sav-sonn, marv-mik, rak ar gwellañ tra a c'hallent ober e oa mervel pa oant da vat oc'h azeuliñ un doue.
  • Kydippe, pe Cyrbia, merc'h da Hegetoria hag Oc'himos, en Enez Rodos. Dimezet e oa da Kerkafos, hec'h eontr, breur d'he zad Oc'himos, perc'henn an enez. Hervez un doare all e oa prometet dorn Kydippe, gant he zad Oc'himos, da Okridion, met Kerkafos a oa sot ganti, ma skrapas anezhi. Ne zistroas ket ken na oa erru kozh-mat ar roue Oc'himos[1],[2].
  • Kydippe, un Nereidenn, merc'h da Nereüs ha Doris[3],[4].
  • Kydippe, ur plac'h eus Aten, a rankas dimeziñ da Akontios hervez mojenn Akontios ha Kydippe‎[5],[6].
  1. Diodoros Sikilia, Library of History, 5. 57. 7
  2. Ploutarc'hos, Quaestiones Graecae, 27
  3. Vergilius, Georgics, 4. 339
  4. Hyginus, Fabulae, rakskrid
  5. Kallimac'hos, Cydippe
  6. Ovidius, Heroides 20-21