Akontios ha Kydippe
Akontios ha Kydippe (Κυδίππη) a oa daou zen yaouank hag en em gare, hervez ur vojenn eus Hellaz kozh.
AKontios a oa ur paotr eus enez Keos a oa aet da gêr Delos d'ur gouel en enor d'an doueez Artemis, ar chaseourez. Eno en devoa graet anaoudegezh gant ur plac'h anvet Kydippe, merc'h da dud uhel eus Aten, ha troet sot ganti.
Evit gounit ar plac'h yaouank e oa bet Akontios o kutuilh un aval ha warnañ en devoa skrivet ar gerioù-mañ: "Dre dempl Artemis e touan dimeziñ da Akontios". Neuze e taol an aval a ruilh betek treid ar plac'h. Hi a oa azezet war skalier an templ, a zastum an aval, a lenn a vouezh uhel petra zo skrivet. Hogen lenn ul le en un templ, pe tost dezhañ, zo kement ha goulenn digant an doue bezañ test eus ar youl de gas da wir. Pa gompren ster ar gerioù distaget ganti e taol ar plac'h ar frouezhenn, nemet liammet eo he flanedenn ouzh hini Akontios.
Pa voe echu gouel Artemis e Delos ec'h eas pep hini d'e gêr: Akontios da Geos ha Kydippe da Aten ma ranke eureudiñ d'ur paotr yaouank a renk uhel.
A-benn ar fin, daoust da enebiezh o zud, e teuont a-benn da zimeziñ.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kallimac'hos
- Ovidius, Heroides (XX hag XXI).