Kumuniezh kumunioù Bro Bear

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lec'hiañ an etrekumuniezh en Aodoù-an-Arvor.

Kumuniezh kumunioù bro Bear a oa anezhi un etrekumuniezh (ur gumuniezh-kumunioù) e departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh. Ul lodenn eus Bro Gwengamp eo. Krouet eo bet e 1996. D'ar 1 a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù, goude kendeuziñ gant c'hwec'h etrekumuniezh-all.

Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kumuniezh kumunioù bro Bear a yae 7 kumun d'ober anezhi:

  1. Bear (sez)
  2. Kervoroc'h
  3. Landebaeron
  4. Pederneg
  5. Sant-Laorañs
  6. Skiñvieg
  7. Tregonev

Prezidant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He frezidant diwezhañ eo Vincent Clec'h, eilmaer Bear (2014-)[1].

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E distro-skol 2015 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 126 skoliad (9,9 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. « Vincent Clec'h, président de la communauté de communes », Ouest-France, 19 a viz Ebrel 2014.
  2. [1]