Kumuniezh kumunioù Arvor ar Stêr Aon

Eus Wikipedia
Lec'hiañ an etrekumuniezh e Penn-ar-Bed.

Kumuniezh kumunioù Arvor ar Stêr Aon a oa un etrekumuniezh e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh. Krouet eo bet e 2001. Un darn eus Bro Brest eo. D'ar 1 a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Kumuniezh kumunioù Gourenez Kraozon-Arvor ar Stêr-Aon, goude kendeuziñ gant Kumuniezh kumunioù Gourenez Kraozon.

Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kumuniezh kumunioù Arvor ar Stêr Aon a yae 4 c'humun d'ober anezhi:

  1. ar Faou (sez)
  2. Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h
  3. Rosloc'hen
  4. Sant-Segal

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur skol Diwan zo er Faou. E distro-skol 2015 e oa enskrivet 39 skoliad er skol-se (4,7 % eus holl skolidi ar c'hentañ derez er gumuniezh)[1].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [1]