Mont d’an endalc’had

Aloubadeg Polonia

Eus Wikipedia
Aloubadeg Polonia
oberiadur brezel, military campaign, aloubadeg
Rann eustalbenn Europa an Eil Brezel-bed, Eil Brezel-bed Kemmañ
Lec'hPolonia Kemmañ
Heuliet gantGerman invasion of Poland, aloubadeg soviedel Polonia, Slovak invasion of Poland Kemmañ
Deiziad kregiñ1 Gwe 1939 Kemmañ
Deiziad echuiñ6 Her 1939 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezBattle of the Border Kemmañ
PrantadEil Brezel-bed Kemmañ
Abeg kentizhgwalldaol Gleiwitz Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.1wrzesnia39.pl/ Kemmañ
Has contributing factorFall Weiss Kemmañ
Order of battleGerman order of battle for Operation Fall Weiss Kemmañ
A gleiz da zehoù : al Luftwaffe prest da vombeziñ Pologn, ar vag brezel Schleswig-Holstein o tagañ Westerplatte, Ar Wehrmacht o freuzañ un harz etre Polonia hag Alamagn, kirri-hobregonet panzer ha karbedoù hobregonet alaman, stard dorn etre soudarded an URSS ha re an Trede Reich e fin aloubadeg Pologn, Bombezadeg Warsawa

Koulzad brezel Polonia, pe Kampagn Gwengolo pe c'hoazh Brezel difenn 1939 eus kostez Polonia (Kampania wrześniowa pe Wojna obronna 1939). Kampagn Polonia (alamaneg : Polenfeldzug) pe Fall Weiss (Tro wenn) e-kostez Alamagn, a oa un oberiadur brezel sevenet gant Alamagn an Trede Reich, kêr dieub Dantzig, Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel hag ur savadeg eus Slovakia hag a voe mammenn d'an Eil Brezel-bed. Padet e oa eus ar 1 añ a viz Gwengolo betek ar 6 a viz Here 1939

An dagadenn alaman a voe lañset d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939, ur sizhun goude ma vije bet sinet an Emglev Molotov–Ribbentrop (feur-emglev jerman-soviedel). An URSS a dagas Polonia d'ar 17 a viz Gwengolo 1939 dres goude an emglev Molotov-Tōgō, disoc'h freuz ar 6vet lu Impalaeriel japanat en emgannoù Khalkhin Gol, hag a roe un harz d'an emgannoù etre Japan hag an URSS war an dachenn reter d'ar 16 a viz Gwengolo.

Soudarded Alamagn ha Slovakia o poziñ evit ur poltred gant trevourien Ukraina e Komańcza, Pologn, e 1939

Ar c'hampagn a voe echuet d'ar 6 a viz Here, pa voe rannet hag aloubet Polonia gant Alamagn hag URSS, hervez feur-emglev an harzoù alaman-soviedel.

Nerzhioù an Trede Reich o devoa taget Polonia adal an norzh, ar su hag ar c'hornôg d'ar mintin goude Gwalldaol Gleiwitz. Gant ma oa ar Wehrmacht o vont war-raok bliv e voe rediet nerzhioù lu Polonia da gilañ adal o lec'hioù difenn tost ouzh an harzoù poloniat-alaman evit mont etrezek ar reter ha klask sevel linennoù difenn eno.

Goude koll meur emgann Bzura gant Polonia, an Alamanted a c'hounezas ul lañs kadoniel anat. An nerzhioù polonat a gilas c'hoazh evit mont war-zu gevred ar vro gant ar soñj sevel eno un difenn hir ha taer er pennlec'h difenn romanian (Przedmoście rumuńskie). Ar pal a oa da gas eno an holl nerzhioù difenn posubl evit gounnez amzer en ur c'hortoz ar sikourioù Gall ha Saoz. Un taol-kleze en dour e voe dre ma ne voe ket kaset sikourioù ebet d'al lu polonat en desped d'an emglevioù etre an tri vro, kement hag un diskleriadur brezel d'an 3 a viz Gwengolo 1939.

Tagadenn Polonia gant an Arme Ruz dre reter ar vro d'ar 17 a viz Gwengolo 1939 a lakaas planioù difenn al lu polonat da vezañ didalvoud . An emglev kuzh etre an Trede Reich hag an URSS a rannas muioc'h c'hoazh nerzhioù difenn ar vro.

Ar c'holloù a voe :

  • Evit Polonia : 66 000 lazhet, 133 700 gloazet, 660 000–690 000 prizoniet, 132 dank ha karr hobregon distrujet, 327 karr-nij distrujet. Un hollad a 859 700 – 889 700 koll.
  • Alamagn : 16 343 lazhet, 3 500 steuziet, 30 300 gloazet, 236 tank distrujet, 800 karrbed distrujet, 246 karr-nij distrujet
  • Slovakia : 37 lazhet,11 steuziet, 114 gloazet, 2 garr-nij distrujet
  • URSS : 1 475 lazhet pe steuziet, 2383 gloazet, pe: 5327 lazhet, kollet pe gloazet, 43 tank distrujet.