Emgannoù Khalkhin Gol
Rann eus | Soviet–Japanese border conflicts ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | Бои на Халхин-Голе, ノモンハン事件 ![]() |
Stad | Mongolia, Republik Pobl Sina ![]() |
Lec'h | Khalkhyn River, Republik Poblel Mongolia ![]() |
Daveennoù douaroniel | 47°43′49″N 118°35′24″E ![]() |
Deiziad kregiñ | 11 Mae 1939 ![]() |
Deiziad echuiñ | 16 Gwe 1939 ![]() |
Perzhiad | Impalaeriezh Japan, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel ![]() |
Efed | Emglev Molotov-Ribbentrop ![]() |

Emgannoù Khalkhin Gol (rusianeg: Бои на Халхин-Голе; mongoleg: Халхын голын байлдаан) a vez graet eus un hollad emgannoù e 1939, etre nerzhioù lu an URSS ha nerzhioù lu Impalaeriezh Japan. Ne oa ket bet eus ur brezel disklêriet ofisiel hag ouzhpenn URSS ha Japan e oa bet Mongolia ha Manchukuo o kemer perzh ennañ. An anv zo deuet diwar ar stêr Khalkhin Gol, a zo e-kreiz an dachenn emgann. E Japan, an emgann pouezusañ a zo anvet Gwallzarvoud Nomonhan (ノモンハン事件, Nomonhan jiken) diwar an anv Nomonhan, ur gêriadenn nepell diouzh an harzoù etre Mongolia ha Manchouria. Disoc'h an emgannoù a voe un trec'h peurglok gant mongoliz-soviediz war ar 6vet arme japanat.
Nomonhan e oa bet ar wech kentañ en istor Mab-den ma voe implijet an nerzh-nij bras-niver en un emgann birvidik evit tizhout ur pal milourel resis.