Koper

Eus Wikipedia

Koper (Capodistria en italianeg) zo ur gêr eus gevred Slovenia, war aod Istria. E 2011 e oa 24 996 a dud o chom enni. Unan eus kêrioù bras ar vro eo, hag ar porzh brasañ.

E-leizh a savadurioù a chom e kêr eus ar mare ma oa e Republik Venezia : ar "Palez Pretorian" eus ar XVvet kantved, an iliz Carmine Rotunda eus an XIIvet kantved hag iliz-veur Sant Nazer gant he zour eus ar XIVvet kantved.

Hir ha luziet eo istor Koper. Savet e voe gwechall gant Gresianed moarvat, bet e voe tro-ha-tro en Impalaeriezh roman, en Impalaeriezh Bizantion, a-raok tremen etre daouarn al Lombarded, ar Franked, Republik Venezia, an Impalaeriezh Santel Roman, Aostria. En XXvet kantved e voe en Italia, e Tiriad Dizalc'h Trieste (betek 1954), e Yougoslavia, hag e Slovenia abaoe 1991.

Koper, gwelet eus ar c'hornôg

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.