Gwerz Metig
Neuz
(Adkaset eus Kloarek Koat ar Rannou ha Penn-herez Kerzanton)
Kloarek Koat ar Rannou ha Penn-herez Kerzanton
Anv berr | Metig |
---|---|
Titl | Metig, Kloarec Koat ar Rannou ha penn-herez Kersanton |
Seurt oberenn | kanaouenn |
Tachenn | kanaouenn brezhon |
Dezerc’her | Alan Stivell |
Bro orin | Frañs |
Yezh an oberenn pe an anv | brezhoneg |
Deiziad embann | 1870 |
Sonaozer | traditional |
Testenn gant | Yann-Vari ar Skourr |
Dezverket dre | gwerz |
Kloarec Koat ar Rannou ha Penn-herez Kerzanton zo ul levrig brezhonek, gant Yann-Vari ar Skourr, embannet e 1870. Brudet eo bet dreist-holl dre ma oa embannet war follennoù distag[1].
Anavezet eo ar skrid-se dindan stumm ur ganaouenn a zo brudet e-touez ar ganerien festoù-noz, hag anvet "Metig" ganto peurvuiañ[2], pe Gwerz Metig, pe Son Metig .
Savet eo ar werz e gwerzennoù trizeksilabennek, gant un ehan goude ar seizhvet silabenn (7 + 6), ha gant se e c'haller hec'h implij aes da ganañ gavotenn.
Kanerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanet eo bet gant tost an holl ganerien festoù-noz, er-maez eus Bro-Wened : C'hoarezed Goadeg, Breudeur Morvan, ha gant Alan Stivell.
E 2023 eo bet kanet e Kan ar Bobl Pondivi gant bugale eus Skol Diwan Gwengamp.(Daveoù a vank)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kloarec Koat ar Rannou ha Penn-herez Kerzanton
- ↑ "Metig", e lec’hienn Per Kentel