Mont d’an endalc’had

Kiwi (frouezh)

Eus Wikipedia
Avaloù Kiwi hervez o spesad A = A. arguta, C = A. chinensis, D = A. deliciosa, E = A. eriantha, I = A. indochinensis, P = A. polygama, S = A. setosa.

Kiwi pe Aval Kiwi a vez graet eus frouezh meur a droellblantennoù doare Actinidia, eus familh an Actinidiaceae. Orin ar C'hiwi a zo Sina, dreist-holl proviñs Shaanxi.

E vouedenn (glas an aliesañ) a zo sukret ha trenk, gronnet gant ur groc'hen gell-du gant stoubennoù. Ur 100 bennak a greun vunut (bihan ha du) a vezo kavet e-barzh un aval Kiwi hag a c'hell bezañ debret.

Ar C'hiwi a zo ur vammenn d'ar vitamin CH, d'ar vitamin A ha d'an hini E. Ouzhpenn da-se an aval Kiwi a zegas kalsiom, houarn hag ar vitamin B9[1].

40 spesad gwez kiwi a zo[2].

Tri Kiwi doare Actinidia chinensis unan anezho troc'het

Yang Tao a vez graet e sinaeg eus ar c'hiwi, hag er yezh pemdez e c'heller ober ivez gant Grozonell Sina

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Keginañ aval Kiwi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liorzhañ gwez Kiwi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Guide complet de la culture du Kiwi, gant Monica Rafols, embannadur De Vecchi (111 pajenn), dastumadenn Vie quotidienne, 6 a viz Meurzh 2000 (ISBN 2732814679)
  • La culture du kiwi, gant Monica Rafols ha Janine Trotereau, embannadur De Vecchi (110 pajenn), dastumadenn Vie quotidienne, 2 a viz Even 2005 (ISBN 2732813680)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]