Mont d’an endalc’had

Marv war an dachenn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Killed in action)
Killed in action
military casualty classification, manner of death
Iskevrennad euscasualty, war victim, military casualties of war Kemmañ
Stumm benel an dikedennzabitá v boji, poległa w boju, قتلت في معركة, загінула ў баі, padla v boju Kemmañ
Arouezenn Unicode Kemmañ

Marv war an dachenn (e saozneg Killed in action, berraet e KIA) pe marvet er brezel zo un dro-lavar implijet en armeoù evit ober anv eus ar soudarded bet lazhet er stourm gant an enebourien. Hervez ar broioù e c'hell bezañ disheñvel implij an dro-lavar-se. An United States Department of Defense, da skouer, a ziskleir ez eo marv war an dachenn, pe "KIA", ar soudarded o devoa tennet gant o armoù hag a oa bet lazhet gant o enebourien. Ar soudarded marvet e gwallzarvoudoù karbedoù pe dre abegoù all (kleñvedoù, emlazh...) pe lazhet gant sponterien n'int ket marvet war an dachenn eta.

An droienn-se a c'hell bezañ implijet evit soudarded an talbenn kement hag evit re ar morlu, an droadegiezh pe re ar servijoù harpañ ha dafariñ.

Un dro-lavar saoznek eo KIA, met deuet eo da vezañ etrebroadel hiziv an deiz. Gant gerioù all e reer ivez e yezhoù all(Daveoù a vank) :

  • Galleg: Mort au combat
  • Spagnoleg: Muerto en combate
  • Japaneg: 戦死