Mont d’an endalc’had

Kyknos (mab Ares)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kiknos (Ramz))

Emgann etre Herakles ha Kyknos, amforenn atikat gant dremmoù du, war-dro 550-530 kent JK, British Museum.

Kyknos (Κύκνος / Kýknos e gregach, alarc'h), a oa mab d'an doue Ares ha da b-Pelopeia, a vez kaoz anezhañ evel eus ur Ramz e mojennoù Hellaz kozh (hervez tud zo ne oa ket ur ramz).

Kontet eo ar vojenn e-barzh ur varzhoneg, Skoed Herakles, savet war-dro 590-560 kent JK, gant un den a greded e oa Hesiodos. Met meret e oa bet an danvez-se a-raok e delwennoù koshoc'h: en Akropol Aten, e Delfi, en Amykles.

Kouezhañ a rae Kyknos war ar veajourien a yae da z-Delfi da gas profoù da Apollon, hag o laerezh evel-just.

Daeañ a reas Herakles d'en em gannañ e-tal Iton. Lazhet e voe gant an haroz en desped da skoazell e dad doue.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.