Kidnapped (Stevenson)
Kidnapped ("Skratet") zo ur romant saoznek faltazi istorel gant ar romantour skosat Robert Louis Stevenson. Kentañ ma voe embannet e oa er gelaouenn Young Folks etre Mae ha Gouehere 1886. Meulet eo bet gant skrivagnerien evel Henry James, Jorge Luis Borges ha Hilary Mantel. Un heuliad zo dezhañ, anvet Catriona, embannet e 1893.
E-kreiz ar saozneg e kaver tammoù divizoù e skoteg Izeldirioù Bro-Skos.
E-kichen an anv berr roet d'al levr ez eus un titl hiroc'h : Kidnapped: Being Memoirs of the Adventures of David Balfour in the Year 1751: How he was Kidnapped and Cast away; his Sufferings in a Desert Isle; his Journey in the Wild Highlands; his acquaintance with Alan Breck Stewart and other notorious Highland Jacobites; with all that he Suffered at the hands of his Uncle, Ebenezer Balfour of Shaws, falsely so-called: Written by Himself and now set forth by Robert Louis Stevenson.
Ar romant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kidnapped a c'hoarvez e-kreiz darvoudoù meur eus an XVIIIvet kantved e Bro-Skos, ha meneg zo ennañ eus Muntr Appin, e 1752, ur muntr c'hoarvezet goude emsavadeg ar Jakobited e 1745. Kalzik a dudennoù istorel zo, evel hini Alan Breck Stewart.
Istor ur c'hrennard 17 vloaz, David Balfour, e Bro-Skos, an hini eo (Balfour e oa anv-tiegezh mamm Stevenson). Marvet eo e dud, emzivad eo, ha prest eo da vont da redek ar bed. Ul lizher zo bet roet dezhañ gant pastor Essendean (anv ar barrez), an Aotrou Campbell, da gas d'an House of Shaws e Cramond, m'emañ eontr David, Ebenezer Balfour, breur d'e dad, o chom.