Kertalg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Kertalg a oa anv ur gouel sonerezh folk / folk-rock bet dalc'het tri bloaz diouzh renk e parrez Molan. Ar gouel kentañ a voe dalc'het d'an 13 a viz Eost 1972, an eil d'an 22 a viz 1973 hag an trede e 1974. Teir fladenn a voe enrollet da geñver an tri gouel-se. E-mesk an arzourien a gemeras perzh e c'haller menegiñ Alan Stivell, Malicorne, René Werneer, Brenda Wooton, Diaouled ar Menez.