Mont d’an endalc’had

Brenda Wootton

Eus Wikipedia
Brenda Wooton

Brenda Wootton (Brenda Ellery hec'h anv plac'h yaouank, ganet d'an 10 a viz C'hwevrer 1928 ha marvet d'an 11 a viz Meurzh 1994) a oa ur ganerez folk eus Kerne-Veur.

Diwezhat a-walc'h e oa en em lakaet Brenda Wootton da ganañ, e saozneg hag e kerneveureg, pa oa 40 vloaz. Dre ma rae berzh gant he c'hanaouennoù e oa aet da ganerez a vicher. Meur a bladenn he doa graet, adalek 1968. Deuet e oa da Vreizh evit ar wech kentañ e 1971, da Festival etrekeltiek an Oriant, dalc'het er gêr-se evit ar wech kentañ er bloavezh-se. Meur a wech da c'houde e oa bet o kanañ e Breizh, evel e festival Kertalg.

Degemeret e voe Brenda Wooton e Goursez Kerne-Veur (Gorsedh Kernow) e 1977, gant an anv barzhez Gwylan Gwavas. E bloavezhioù diwezhañ he buhez e kinnige abadennoù evit BBC Radio Cornwall.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Piper's Folk, gant John the Fish & Piper's Folk, 1968
  • Pasties & Cream, gant John the Fish, Sentinel Records, SENS 1006, 1971
  • Way Down to Lamorna, Sentinel, SENS 1056, 1972
  • Crowdy Crawn, gant Richard Gendall, Sentinel, SENS 1016, 1973
  • Pamplemousse, gant Robert Bartlett, Barclay (label a Frynk), 1973
  • No Song To Sing, gant Robert Bartlett hag Alex Atterson, Sentinel, SENS 1021, 1974
  • Tin In The Stream, gant Robert Bartlett, Stockfisch, 1974
  • Starry Gazey Pie, gant Robert Bartlett, Sentinel, SENS 1031, 1975
  • Children Singing, gant Richard Gendall, Sentinel, SENS 1036, 1976
  • Carillon, Transatlantic Records, TRA 360, 1979
  • Boy Jan ... Cornishman, gant David Penhale ha Richard Gendall, Burlington Records, BURL 005, 1980
  • La Grande Cornouaillaise, Burlington Records, BURL 007, 1980
  • Gwavas Lake, gant al laz-kanañ Four Lanes, Burlington Records, BURL 008, 1980
  • Lyonesse, RCA, PL 70299, 1982
  • My Land, RCA, PL 70234, 1983
  • B Comme Brenda, Disc'AZ, AZ 494, 1985
  • The Voice of Cornwall, Keltia Music KMCD67, 1996
  • All Of Me, gant ul laz-seniñ eus Cambron, 2010.