Keris (strollad)
Keris eo kendalc'h ar strollad Ys, hep ar violoñsour René Werneer. War a seblant emañ ar c'hlaouierour Pascal Stive e penn ar strollad bremañ. Kalz a cheñchamant a zo en doare sonerezh avat. Troet kalz muioc'h bremañ war-du ar rock, ar pop hag al liesseurtaj, gant nebeut a donioù hengounel. E-keñver yezh ez eus cheñchamant ivez. Pa oa brezhoneg an holl dammoù gant Ys (war-bouez unan), eo galleg an holl dammoù amañ (war-bouez unan brezhonek).
Gant Patrig Molard e-barzh ar jeu gant e vinioù bras e kaver a-wechoù tammoù a zegas da soñj ar pezh a raio Soldat Louis diwezhatoc'h. Ar c'hanaouennoù liv ar fent pe ar goapaerezh warno alies a zegas da soñj ivez ar pezh a raio Les Goristes ugent vloaz goude.
Berr e seblant bezañ bet buhez ar strollad-mañ.
Sonerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Chérèze, gitar, kan
- Patrig Molard, binioù bras, uileann pipe, bombard, fleüt, fleüt Iwerzhon
- Michel Santangeli, taboulinoù, kan
- Pascal Stive, klavieroù, kan
- Jacky Thomas "Blet", gitar-boud, kan
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Avel Vor Philips 9101150 1977.