Mont d’an endalc’had

Kerc'hfaou

Eus Wikipedia
Kerc'hfaou
An iliz katolik
An iliz katolik
Ardamezioù
Anv gallaouek Carqefou
Anv gallek (ofisiel) Carquefou
Bro istorel Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Kerc'hfaou (pennlec'h)
Kod kumun 44026
Kod post 44470
Maer
Amzer gefridi
Véronique Dubettier-Grenier
2014-2020
Etrekumuniezh Naoned Meurgêr
Bro velestradurel Tolpad-kêrioù Naoned
Lec'hienn Web www.carquefou.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 20 463 ann. (2020)[1]
Stankter 471 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 17′ 46″ Norzh
1° 29′ 12″ Kornôg
/ 47.296200, -1.486802
Uhelderioù bihanañ 1 m — brasañ 76 m
Gorread 43,42 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kerc'hfaou

Kerc'hfaou (Carquefou e galleg) a zo ur gumun hag ur gêr a Vreizh, anezhi penn kanton Kerc'hfaou, e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.

Er biz da Naoned emañ Kerc'hfaou. 18 000 den zo o chom enni. Brudet eo he skipailh mell-droad.

Ur gêr en he c'hichen skolioù-meur a bep seurt : skolioù ijinourien, ur skol mezegiezh al loened, ur skol dizagn.

A-hend-all e chom Kerc'hfaou ur gêr war ar maez. Ar ger-ardamez skrivet war an ti-kêr a zo "Kalon c'hlas ha danvez spered".

  • Ar stêr Erzh a dreuz Kerc'hfaou.
  • Jean-Yves Le Moing ː Carcafagus, 1123; Querquefou, 1272
  • Erwan Vallerie ː Carcafagus, 1123; Querquefolium, 1287; Quarquefou, 1630;

Gerdarzh

En gul e zervenn diframmet en geot meziet en aour; e gab en erminoù

  • 107 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,10% eus he foblañs e 1911[3].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
d'Avaugour

Aotrounez du Bois

En argant e gab en gul

Becdelièvre

Aotrounez la Seilleraye

En sabel a ziv c'hroaz melionek en argant, an troad hesanket, heuliet gant ur c'hregilhenn ivez en argant ouzh beg

Sturienn ː Hoc tegmine tutus

Chauvin

Aotrounez l'Espinay

En argant e deir c'hreskenn en gul, an hini ouzh beg war he eneb

de l'Espinay

Aotrounez Housseau

En argant e zri bod-spern geotet

Fresneau

Aotrounez la Couronnerie

En argant e onnenn diwriziek c'heotet, hebiaet gant div steredenn en glazur

Harouys

Aotrounez la Rivière, la Seilleraye, l'Epinay, la Pétorie

En aour e deir sourin en gul, pep hini karget gant tri benn unkorn en aour

  • US Jeanne d'Arc Carquefou, skipailh mell-droad Kerc'hfaou, a oa bet trec'h war hini an Olympique de Marseille e 2008 gant ar vell-droad. E 2013 e voe nac'het gant ar skipailh kemer perzh e kampionad broadel an U17 pa oa lakaet er rann "mervent", ha neket er rann "kornaoueg" gant skipailhoù Breizh all.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jean-Yves Le Moing : Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne. Coop Breizh. Spezed. 1990
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes de Loire-Atlantique. 1996
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]