Kanton Tarvieg
Neuz
Kanton Tarvieg a oa anezhañ ur rann velestradurel ha barnel hag ur bastell-vro votiñ eus Breizh, e departamant al Liger-Izelañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Krouet e voe Kanton Tarvieg e 1790 e-pad an Dispac'h Gall. Lakaet e voe e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. E 1801 e teuas Kerc'hfaou da vout pennlec'h Kanton Tarvieg, adanvet Kanton Kerc'hfaou[1],[2],[3],[4],[5].
Kumunioù (1790-1801)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanton Tarvieg a yae pemp kumun d'ober anezhañ :
- Tarvieg, penn ar c'hanton,
- Doulon,
- Kerc'hfaou,
- Malvid,
- Santez-Lusenn.