Kentañ aloubadeg c'hall e Portugal
Ar C'hentañ aloubadeg c'hall e Portugal a c'hoarvezas e 1807 pa fellas d'an impalaer gall Napoleon Iañ serriñ marc'had Europa ouzh Bro-Saoz.
Kaset e voe an aloubadeg gant ar jeneral Junot (1771-1813) adal an 20 a viz Du 1807 betek miz Du 1808 goude trec'h an armeoù saoz ha portugalat ha sinadur Feur-emglev Cintra d'an 30 a viz Eost 1808.
Homañ e voe ar bazenn gentañ graet gant Napoleon da vestroniañ al Ledenez iberek en he fezh ; da-heul e teuas Brezel al Ledenez e Portugal war un dro gant Brezel Dizalc'hted Spagn.
Diaraog
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant an Dispac'h gall hag anvidigezh Napoleone Buonaparte da impalaer e Bro-C'hall e teuas kemm bras en Europa, ma en em unanas ar rouantelezhioù da enebiñ ouzh ar mennozhioù nevez. Klask a reas Portugal chom neptu evit difenn gwelloc'h he c'henwerzh hag he zrevadennoù met en abeg d'an emglev kozh gant Bro-Saoz e rankas dibab he c'hostezenn pa savas bec'h etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz.
Perzh a gemeras Portugal e Brezel Rousilhon, a voe echuet gant feur-emglev Basel d'an 22 a vie Gouere 1795, ha spi ganti da chom pell diouzh an tabut etre Gall ha Saoz.