Brezel Rousilhon
Brezel Rousilhon (Guerre du Roussillon e galleg) zo ur brezel etre Bro-C'hall ha Spagn, harpet gant Portugal hag ar Rouantelezh-Unanet, hag a c'hoarvezas e Rousilhon hag en tu all d'ar Pireneoù, adal 1793 betek 1795.
A-raok ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 1792 e oa ar Republik c'hall o vrezelién ouzh an Impalaeriezh Santel ha Rouantelezh Prusia. Liammet e oa Rouantelezh Spagn ouzh Bourboned Bro-C'hall, met klask a reas chom neptu : diaes e voe avat adal ma voe enk war ar roue gall Loeiz XVI, kar da roue Spagn, ha pa'z eas an traoù war fallaat. Adal Here 1789 e kemennas Loeiz XVI da Carlos IV n'en devoa ket frankiz da fiñval ken[1].
E 1793 e voe dibennet ar roue gall.
Brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trec'hioù ar jeneral Ricardos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marv ar roue gall d'an 21 a viz Genver 1793 a lakaas an tan etre an div vro. Kenkent e savas rouaned Spagn ha Portugal a-du gant ar Rouantelezh-Unanet evit enebiñ ouzh Bro-C'hall dispac'het.
Manuel Godoy a oa e penn ar gouarnamant spagnol a gasas kuit ar c'hannad gall Jean-François de Bourgoing, hag a dorras an darempredoù gant Bro-C'hall a zisklêrias ar brezel d'ar 7 a viz Meurzh.
Prest e oa an arme c'hall adal deroù ar miz. Ha setu hi da dremen an harzoù. E penn an arme spagnol, mennet da adkemer an douaroù kollet kant vloaz a-raok e oa ar jeneral Antonio Ricardos.
Ur morlu saoz ha spagnol a yeas da reiñ skoaz d'ar roueelourien c'hall ha da lakaat seziz war kêr Toulon. 25000 soudard arme Ricardos a aloubas Rousilhon adal ar 17 a viz Ebrel 1793 dre Saint-Laurent-de-Cerdans, a-raok diskenn saonenn an Tech betek Ceret, kemeret d'an 20 a viz Ebrel.
D'an 19 a viz Mae 1793 e voe trec'het an arme c'hall, renet gant ar jeneral Dagobert en emgann Mas Deu, gant an arme spagnol. Bec'h avat o doe ar Spagnoled en Perpignan, etre ar 15 hag ar 17 a viz Gouhere 1793 . Met e gwengolo e kemeras kreñvlec'hioù an harzoù ha kêriadennoù saonenn ar stêr Tech : Banyuls-dels-Aspres, Céret, Arles-sur-Tech, hag ar re all.
Emgannoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Joseph Pérez, Histoire de l'Espagne, Fayard 1996, p. 485.