Mont d’an endalc’had

Kensonenn daouzant

Eus Wikipedia
Lec'hioù distagañ
Gweuz
Diweuz
Gweuz-gouel
Gweuz-drek-logigoù
Gweuz-logigoù
Gweuz-dent
Kurunenn an teod
Teod-gweuz
Etredent
Dent
Logigoù
Beg an teod
Lavnenn an teod
Logigoù-staon
Drek-logigoù
Rak-staon
Kilbleg
Kein an teod
Staon
Gweuz-staon
Gouel
Hugenn
Hugenn-ankoue
Gwrizienn an teod
Gargadenn
Ankoue-gargadenn
Ankoue
Tarzh

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn daouzant (saoz.: bidental consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti an dent uhelañ hag an dent izelañ da lec'h distagañ pennañ.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel ledanet e vez merket al lec'h distagañ-mañ gant ur sin diakritek ispisial ([  ̪͆]) skrivet a-us hag a-is d'un arouezenn bennañ, da skouer [n̪͆]

Peurliesañ e vez kavet fonennoù a seurt-se e distagadurioù siek.

Testeniet eo bet avat implij seurt kensonennoù daouzant en distagadur reizh en ur yezh d'an neubeutañ: en unan eus isrannyezhoù rannyezh chapsougek ("shapsug") an adigeg e kaver ur ruzenn daouzant nann-c'hwibanus /x̪͆/ e lec'h [x] e rannyezh all ar yezh-se.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]