Kemmadur an anv-gwan
Neuz
Kemmadurioù en anv-gwan a c'hoarvez e brezhoneg goude an anv-kadarn e degouezhioù zo.
Daou dra a bouez zo da welout :
- reolenn ar c'hemmadurioù
- ar skoilhoù ouzh ar c'hemmadurioù
Reolenn ar c'hemmadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemmadur ebet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne c'hoarvez kemmadur ebet goude an anvioù-kadarn
- unan gourel : ur paotr brav, ur c'hi klañv.
- lies (war-bouez an anvioù-tud gourel) : merc'hed bras, kadorioù bihan.
Kemmadur dre vlotaat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemmadur dre vlotaat a c'hoarvez goude an anvioù-kadarn
- benel unan: ur plac'h vrav, ur garreg wenn .
- anvioù-tud gourel lies : paotred vrav, kelennerien glañv .
Ne c'hoarvez ket ar c'hemmadur D>Z nemet e doare Leon (anavezet ivez en hanternoz Kerne) hag en un nebeud gerioù :
- ur vuoc'h zu, ar goan ziwezhañ.
E brezhoneg komzet pe skrivet eo ral eta. Ne c'hoarvez ket e brezhoneg komzet Treger na Gwened, nag en darn vrasañ eus Kerne.
- Ur skol divyezhek.
Se zo kaoz moarvat ne vez ket kelennet en darn vrasañ eus al levrioù-deskiñ .
Skoilhoù ouzh ar c'hemmadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ned a ket ar reolenn en-dro ken avat pa vez skoilh: neuze ne gemm ket an anvioù-gwan a grog gant "p, t, k",
- ha skoilh a vez pa echu an anv-kadarn gant "z (dibennoù ez, iz hag ezh dreist-holl), c'h, t, d (dibenn ed dreist-holl)": mestrez kozh, tud paour, paotred kalonek.
- Er yezhadurioù e lavarer peurvuiañ ne vez skoilh ebet pa echu an anv-kadarn gant l, m, n, r, v pe ur vogalenn: ur vro gozh.
Er yezhadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meneget eo ar reolenn dre vras en holl yezhadurioù.
- Yezhadurioù zo a laka kemmadur D>Z evel reolenn, goude ma ne c'hoarvez ket alies.
- La grammaire bretonne pour tous , p 27: Dans tous les cas précédents, la mutation D>Z est rare, sauf mots courts ... ur vrozh zu .... yezhadurioù