Keginerezh India

Eus Wikipedia

Keginerezh India n’eus ket anezhañ e gwirionez, rak meur a geginerezh rannvroel disheñvel an eil diouzh egile zo kentoc'h. Ul lodenn vras eus ar boblañs ne zebr tamm kig ebet, pe e vefe dre zibab, pe dre redi relijiel. Setu perak e kaver meuzioù a bep seurtaozet hep kig, ha diazezet kentoc’h war al legumaj sec’h (piz sisez, piz-rouz hag all), rak leun a broteinoù int. Diazezet eo war implij ar masala, ur meskaj spisoù a gaver e kement sekred-kegin a zo. E broioù ar C’hornôg e reer “kuri” eus ar meskaj-se, ar pezh a zo direizh, rak ne vez ket implijet pe dost en India. Ha pa vez implijet e talvez keusteurenn, pe meuz mitonet. Spisoù a gaver dre ret e keginerezh India, a-benn reiñ blaz d’ar pezh a farder.

Aozennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hag ivez : kraoñ kajou, kraoñ-kokoz, laezh-kokoz, pistachez, kignen, ognon, alamandez, greunadez (greun sec’h), la bent, dour-roz, greun sezam.

Keginerezh levezonet gant an diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe aloubet norzh India gant muzulmiz vogol e tegasjont ivez o c’heginerezh : kebab hag an doare-poazhañ anvet tandoori da skouer. An aozennoù a-orin eus Amerika (avaloù-douar, tomatez, maiz) a zo bet degemeret ivez. E rannvroioù zo eo bet levezonet ar fardañ boued gant an drevadennerien : e kêrioù-kontlec’h dalc’het gant ar C’hallaoued pe gant ar Bortugaled eo bet degaset ar fardañ kig-bevin ha kig-moc’h, padal e c’hall seurt aozennoù bezañ difennet e rannvroioù all. E Goa da skouer, e vez fardet kig-moc’h vindaloo, ur sekred-kegin diazezet war ar gwinegr a veze degaset gant ar Bortugaled eo.


E diabarzh un dhaba (ostaleri vihan)
Un Indiad o fardañ masala

Digoroù-pred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pesked[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Legumaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Riz ha bara[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibennoù-pred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evajoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.