Kevadegezh ha treadegezh

Eus Wikipedia

Daou sav-boent diforc'h ha kenglokaus a gaver e yezhoniezh, pa vez dielfennet fedoù yezh.

Ar meiziadoù kevadegezh ha treadegezh hag an enebiñ an eil ouzh egile zo deuet gant Saussure, anezhañ ar yezhoniour kentañ o vezañ graet un diforc'h sklaer etre an daou sav-boent.

Lakaet eo bet an enebadur-se e pleustr e prederouriezh, gant aozerien evel Barthes ha Sartre.

E bredoniezh an diorren e talvez an enebadur kevadegezh / treadegezh-se d'ar sell bihandiorroadurel (arnevez) pe brasdiorroadurel (diwar damkaniezhioù Jean Piaget).

Gerdarzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo ar ger kevadegezh diwar ar ger kevad deveret eus ar rakger kev- hag eus ar ger oad, o talvezout er yezh pemdeziek « eus an hevelep oad » evit daou zen (alese kempred, eus an hevelep mare) ; ar ger-se zo un treuztres eus ar ger ouiziek deuet e galleg en XIXvet kantved (1827) dindan pluenn an Ao. Raymond ha deveret eus ar ger synchrone « kempred », koshoc'h amprestadenn c'hallek e mentoniezh (1743) ha tredanoniezh (1900) diwar latin ar Grennamzer synchronus (a gaver e saozneg abretoc'h c'hoazh dindan ar stumm synchronous gant ar ster « kempred » abaoe 1669), ha lakaet e pleustr war dachenn ar yezhoniezh gant Ferdinand de Saussure (1916) diwar ar gwriziennoù gresianek, συν-, « gant, ken- », ha χρόνος, « amzer ».

Savet eo ar ger treadegezh diwar patrom ar ger kevadegezh gant ar rakger tre- o talvezout « a-dreuz » hag ar wrizienn ad o taveiñ d'an oadvezh ; ar ger-se zo un treuztres eus an amprestadenn ouiziek savet e galleg gant Ferdinand de Saussure (1916) diwar batrom ar ger synchronie, gant ar gwriziennoù gresianek, δια-, « a-dreuz », ha χρόνος, « amzer ».

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger kevadegezh er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger treadegezh er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  1. Diwar ar ger kembraek cyfadeg