Mont d’an endalc’had

Kathleen Honora Greatorex

Eus Wikipedia

Kathleen Honora Greatorex (Hoboken, New Jersey, 10 a viz Gwengolo 1851Moret-sur-Loing, 6 a viz Mae 1942) a oa ul livourez hag ur skeudennaouerez stadunanat.

Merc'h e oa d'al livourez Eliza Pratt Greatorex ; ha c'hoar d'al livourez Elizabeth Eleanor Greatorex[1].

A-hed he remzad e labouras gant he mamm hag he c'hoar : kuitaat SUA a rejont o-div goude 1880 evit en em staliañ e Moret-sur-Loing nepell eus Pariz. Eno e voe mignonez tost d'al livour Alfred Sisley.

Goude marv he mamm e 1897 ha hini he c'hoar e 1917 e werzhas ul lodenn eus ti ar re C'hreatorex da Sarah Tyson Hallowell (1846-1924), ur virourez hag un nevidourez stadunanat hag a veve e Moret ivez.

E 1942, oadet a 91 vloaz, e varvas e annez an tiegezh Greatorex e Moret-Sur-Loing.


  1. (en) 'Smithsonian American Art Museum'. Kavet : 23/10/2023.