Elizabeth Eleanor Greatorex

Eus Wikipedia
Poltredet e-tro 1874, oadet 20 vloaz

Elizabeth "Lizzie" Eleanor Greatorex (New York, 1854Moret-sur-Loing, 1917) a oa ul livourez hag ur skeudennaouerez stadunanat.

Merc'h e oa d'al livourez Eliza Pratt Greatorex ; ha c'hoar d'al livourez Kathleen Honora Greatorex[1].

Bouzar e voe a-hed ar braz eus he buhez. Gant he mamm e teskas an tresañ hag al livañ ; poltredoù ha bokedoù e oa he zodennoù pennañ.

E 1869 ha 1870 e voe lakaet he oberennoù war ziskouez en National Academy of Design e New York, ma oa bet degemeret he mamm evel keneilez e 1868.

Klañvaat a eure p'edo o labourat en Aljer e 1881. Pa voe diglañvaet e tistroas da New York, ma ranne ur studio gant he mamm hag he c'hoar ; beajiñ gant an div a reas en-dro.


E 1917, oadet a 63 bloaz, e varvas en annez an tiegezh Greatorex e Moret-Sur-Loing.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Smithsonian American Art Museum. Kavet : 23/10/2023.