Kastell Pouancé
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
MONUMANT ISTOREL |
---|
Kastell Pouancé a zo ur c'hastell gall e Pouancé, e departamant Maine-et-Loire, e kornôg proviñs kozh Anjev, tost da harzoù Breizh. Unan eus kestell Marzoù Breizh eo.
Savet e voe ar c'hastell a weler bremañ etre an XIIvet hag ar XVvet kantved. Lakaet e voe seziz warnañ meur a wech, hag ur c'hastell a bouez bras e voe e dibenn ar XVvet kantved e-pad ar Brezel etre Breizh ha Bro-C'hall.
Monumant istorel eo abaoe 1926. Tammoù furchadegoù ha labourioù kempenn zo bet graet ennañ e-pad 40 vloaz, met n'eus ket bet furchadegoù pizh da c'houzout e istor da vat.