Kastell Chillon


Kastell Chillon zo ur c'hastell war lez lenn Geneva, er penn reterañ, en Veytaux, e-kichen Montreux, en Suis. 110 m hirder zo dezhañ ha 50 m ledander, hag un tour-kreiz 25 m zo ennañ. Perc'hennet eo bet gant Tiegezh Savoia, ha gant kanton Bern adalek 1536 betek 1798. Hiziv eo kanton Vaud an hini zo perc'henn warnañ.
Da gentañ e oa 100 batis distag anezhañ, hag a zo bet liammet kenetreze tamm ha tamm.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet eo bet gant ar barzh saoz George Byron a skrivas e varzhoneg The Prisoner Of Chillon (1816) diwar-benn François de Bonivard, ur manac'h ha politikour hag a voe kraouiet eno etre 1530 ha 1536 ; Byron en devoa skrivet e anv ivez war ur peul en tour-kreiz, ur skouer hag a zo bet heuliet gant vandaled all. Kaoz zo eus ar c'hastell er romant Daisy Miller gant Henry James e 1878.