Karl Friedrich von Baden
Neuz
Karl Friedrich von Baden
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Margraviate of Baden-Durlach |
Anv e yezh-vamm an den | Karl Friedrich von Baden |
Anv-bihan | Charles, Charles Frederick |
Anv-familh | House of Baden |
Titl noblañs | margrave |
Deiziad ganedigezh | 22 Du 1728 |
Lec'h ganedigezh | Karlsruhe |
Deiziad ar marv | 10 Mez 1811 |
Lec'h ar marv | Karlsruhe |
Lec'h douaridigezh | Pforzheim |
Tad | Frederick, Hereditary Prince of Baden-Durlach |
Mamm | Princess Amalia of Nassau-Dietz |
Breur pe c'hoar | William Louis, Prince of Baden |
Pried | Karoline Luise von Hessen-Darmstadt, Luise Karoline von Hochberg |
Familh | House of Zähringen |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Micher | penndiern |
Karg | Priñs-dilenner |
Ezel eus | Royal Society |
Prizioù resevet | Grand Cross of the Legion of Honour, Order of St. Andrew, ezel eus ar Royal Society |
Deskrivet en URL | https://stadtlexikon.karlsruhe.de/index.php/De:Lexikon:bio-0564 |
Karl Friedrich von Baden, pe Karl Friedrich Baden, ganet e Karlsruhe e 1728 ha marvet eno ivez e 1811, a oa markgrav Baden, ha kentañ dug-meur Baden adal 1806 betek e varv e 1811.
Ren a reas war-lerc'h e dad-kozh Karl Wilhelm von Baden-Durlach, markgrav Baden-Durlach e oa eveltañ adal 1738. Dre hêrezh e teuas a-benn da vodañ en-dro douaroù e diegezh e 1771, ha setu eñ markgrav Baden. E 1803 e oa dilenner Baden hag e 1806 e voe savet da zug-veur gant an impalaer gall Napoleon Iañ.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas.
Gant e bried kentañ Karoline Luise von Hessen-Darmstadt en doe pemp bugel:[1]:
- Karl Ludwig von Baden (Karlsruhe, 1755-Arboga, 1801),
- a zimezas d'e geniterv Amalie von Hessen-Darmstadt; mervel a reas-eñ re abred evit ren, e vab an hini a renas war-lerc'h e dad evel markgraf war e lerc'h e Karlsruhe eta;
- Friedrich (Karlsruhe, 1756- Karlsruhe, 1817);
- Ludwig Iañ von Baden (Karlsruhe, 1763- Karlsruhe, 1830), a renas war-lerc'h e niz Karl II von Baden ;
- Luisa Carolina (Karlsruhe, 8 a viz Genver 1767- Karlsruhe, 11 a viz Genver 1767).
Gant e eil pried, Luise Karoline von Hochberg, en doe pemp bugel all.
- Leopold, dug-meur Baden war-lerc'h e dad-kozh
- Wilhelm
- Friedrich Alexander (* 10 Even 1793; † 18 Even 1793)
- Amalie (* 26 Genver 1795; † 14 Gwengolo 1869),
- a zimezas e miz Ebrel 1818 d'ar priñs Karl Egon II von Fürstenberg
- Maximilian Friedrich Johann Ernst (* 8 Kerzu 1796; † 6 Meurzh 1882)