Mont d’an endalc’had

Kaplan I Giray

Eus Wikipedia


Kaplan I Giray a oa mab da Selim I Giray ha khan Krimea teir gwech en XVIIIvet kantved.

En nevez-amzer 1715 e krogas ar brezel etre an impalaeriezh otoman ha Venezia. Kaplan I a voe kaset da Vesarabia gant an Otomaned a-benn evezhiañ ouzh Pologn, mirout ouzh ar Rused da zont ha plediñ gant an emsavadegoù a c'hellfe sevel e Moldavia ha Valakia.

E 1724, pa voe skarzhet e vreur Saadet IV Giray diouzh Krimea, e voe kinniget dezhañ gant ar vizir otoman pignat en-dro war tron ar c'hanat. Nac'h a reas war zigarez en doa c'hoant da vezañ impalaer an Datared ha n'eo ket o bourev[1]. Ur breur all dezhañ, Mengli II Giray, a voe anvet khan Krimea neuze.

Da heul emsavadeg miz Gwengolo 1730 en Istanbul a voe kaoz eus skarzhadenn ar sultan Ahmet III hag ar c'han Mengli II e voe adlakaet Kaplan I evit an trede gwech war tron Krimea.

E miz Mae 1736 e voe taget Krimea gant ar Rused ha ne voe ket Kaplan I evit stankañ an hent outo e Perekop. Distrujet e voe neuze meur a gêr datar, en o zouez ar gêrbenn Bahçesaray, Gözleve hag Aqmescit. Kuitaat a rejont al ledenez e miz Gouere 1736. Diwar-se e voe tennet e garg digant Kaplan I ha lakaet Fetih II Giray en e blas.


En e raok:
Gazi III Giray
Khan Krimea
thum
17071708
War e lerc'h:
Devlet II Giray
En e raok:
Devlet II Giray
Khan Krimea
thum
17131716
War e lerc'h:
Devlet III Giray
En e raok:
Mengli II Giray
Khan Krimea
thum
17301736
War e lerc'h:
Fetih II Giray


  • Le khanat de Crimée et les campagnes militaires de l'Empire ottoman : Fin du XVIIe-début du XVIIIe siècle, 1687-1736 gant Dilek Desaive e Cahiers du monde russe et soviétique niverenn 11-1, 1970
  • Les Tatars de Crimée et la seconde élection de Stanislas Leszczynski gant Gilles Veinstein e Cahiers du monde russe et soviétique niverenn 11-1, 1970

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ch. de Peyssonnel, eñvorennoù, 1755