Kaozeal:Yezhadur
N'intentan ket ar frazenn-mañ : "Betek er yezhoniezh e vez implijet ar ger ivez". Din-me eo reizh 'walc'h 'vez komzet deus yezhadur en yezhoniezh. Wikioñff 1 Eos 2007 da 15:43 (UTC)
Respont:
Setu an destenn a-raok bet savet ganin:
- "Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezhadur (saoz: grammar) evit komz eus reolennoù mont-en-dro ur yezh bennak. Disheñvel eo neuze yezhadur ur yezh resis diouzh hini ur yezh all.
- A-gozh ne veze kontet nemet ar vorfologiezh hag ar gevreadurezh evel tachennoù nemete ar yezhadur. Bremañ avat e vez implijet an tremen "yehadur" en un doare kalz ledanoc'h, ennañ holl tachennoù studi ar yezhoniezh estreget ar pragmatik, da lâret eo ar fonetik, ar fonologiezh, ar vorfologiezh, ar gevreadurezh, hag ar semantik.
- Implijet e vez ivez an termen "yezhadur" evit ober dave da oberennoù dre skrid bet savet evit displegañ reolennoù yezhadur ur yezh bennak, da skouer "Yezhadur bras ar brezhoneg" gant Frañsez Kervella."
Kemmet gant Bernez Bernioù d'an 22 a viz Mae 2007 da 19:58 evel-hen:
- "Ar yezhadur eo an hollad reolennoù a zispleg mont-en-dro ur yezh bennak. Disheñvel eo neuze yezhadur pep yezh diouzh hini ar yezhoù all.
- Betek er yezhoniezh, e vez implijet ar ger ivez.
- A-gozh ne veze kontet nemet ar vorfologiezh hag ar gevreadurezh evel tachennoù ar yezhadur.
- Bremañ avat e vez graet "yezhadur", en un doare kalz ledanoc'h, ouzh hollad an holl dachennoù studi zo e-barzh ar yezhoniezh estreget ar pragmatik, da lâret eo ar fonetik, ar fonologiezh, ar vorfologiezh, ar gevreadurezh, hag ar semantik.
- Implijet e vez ivez ar ger "yezhadur" evit ober dave da oberennoù dre skrid bet savet evit displegañ reolennoù yezhadur ur yezh bennak, da skouer "Yezhadur bras ar brezhoneg" gant Frañsez Kervella.
N'ouzon tamm ebet petra a c'hellfe talvezout ar frazennig-se bet ouzhpennet gantañ. Stanket e oa bet e gont ouzh an implijer-se avat abalamour ma veze implijet evit margodenniñ. Martez e ec'hellfe sklaeraat he ster ur B-B all, piv 'oar?
Bez' e c'hellez kemmañ ar pennad evel-just mar fell dit, ha diverkañ ivez evel-just. Na rez ket a viloù, ma faziez e vo lârete dit hag adkmmet pe restaolet e c'hello bezañ an destenn war-lerc'h.
A galon, Neal (Kaozeal) 1 Eos 2007 da 16:25 (UTC)