Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Stad dieub Oranje

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Oranje, pe Orañjez? Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2022 da 15:17 (UTC)[respont]

Ur pennad Stad dieub Orañjez zo er wiki-mañ abaoe 2015. 2A01:CB08:890E:C600:F104:378F:316F:529E 12 C'hwe 2022 da 17:13 (UTC)[respont]
Ha goude? Kaozeal a c'hall an izili hep da aotre. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2022 da 17:38 (UTC)[respont]
?? Evel-just e c'hall an dud kaozeal, hep aotre Mark Kerrain ivez. Pezh na gemm netra en afer : ur pennad Stad dieub Orañjez zo dija, n'eus ket ezhomm da ouzhpennañ unan Stad dieub Oranje. Ma vefes bet fin ez pefe gwelet ez eus unan dija, met, siwazh... 2A01:CB08:890E:C600:F104:378F:316F:529E 12 C'hwe 2022 da 18:35 (UTC)[respont]

Petra 'ri? N'on ket ken fin ha te. N'em bije ket soñjet lakaat Orañjez an anv izelvroek Oranje. Un dibab a vo ret votiñ warnañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2022 da 18:50 (UTC)[respont]

Gouzout 'rez mat n'emañ ket aze an dalc'h. Krouet 'peus ur bajenn pa oa bet graet dija e 2015. Neuze, kendeuziñ an div ha lemel unan, evel e forzh pe wiki ha n'eo ket renet ganit. Dizonestiz deus da berzh. 92.131.189.184 12 C'hwe 2022 da 19:02 (UTC)[respont]
Petra dalv evezhiadennoù un IP trollus difluket den ne oar a belec'h? https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/92.131.189.184 Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2022 da 19:30 (UTC)[respont]
N'eo ket aotreet an troll da gemmañ skridoù an izili. https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/92.131.189.184 Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2022 da 19:58 (UTC)[respont]
Te 'ni eo an troll a zeu da gemmañ skrid un den all. Gwelet 'm eus da bedigree, boas out da c'hoari lous evel-henn. 2A01:CB08:890E:C600:111:D02F:67E:73DD 12 C'hwe 2022 da 20:01 (UTC)[respont]

Marteze n'ouzout ket eo aotreet kemmañ ar pennadoù, ha sed a ran abaoe meur a vloaz, evel a un toullad re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2022 da 20:25 (UTC)[respont]

Ar pennadoù. Komzoù ar re all en ur bajenn evel homañ n'out ket aotreet da gemmañ, padal 'peus graet. Adkempennet ganin.
Diskouez din pelec'h pije adlakaet un dra am bije tennet 'ta? Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2022 da 20:42 (UTC)[respont]
Koulz din cholañ, ho tigarez ! Ur sell a-gorn am eus taolet war ar wiki en ur labourat, ha bremañ ez eo ret skrivañ : anat eo e oa bet ouzhpennet un titl h2 = Troll an orañjez da 19:30 gant Bianchi-Bihan, a-us da gaoz an IPv4 92.131.189.184.
Dizereat eo, ne vez ket graet e wiki ebet gant implijerien onest, enrollet pe get. Echu evidon. Ar choler (kaozeal) 12 C'hwe 2022 da 21:00 (UTC)[respont]
Dizereat marteze, hogen re voazet omp bet amañ gant gwashoc'h taolioù a-berzh an IPoù trollus hag a ya kalz pelloc'h eget un tamm "dizereadegezh". Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2022 da 21:20 (UTC).[respont]

Distro d'ar goulenn

[kemmañ ar vammenn]

E-lec'h teurel kunujennoù, distroomp d'ar goulenn kentañ savet gant Bianchi-Bihan uheloc'h : "Stad dieub Oranje, pe Stad dieub Orañjez?" Ret eo en em c'houlenn petra eo an titl gwellañ, ha n'eo ket peogwir eo koshoc'h an titl "Stad dieub Orañjez" ez eo gwelloc'h. --Llydawr (kaozeal) 13 C'hwe 2022 da 11:07 (UTC)[respont]

N'on ket sur e fell d'an IPoù diskoulmañ tra, nemet lakaat reuz, hervez o boaz.
Orañjez zo un anv frouezh, ne zere ket evit anv ur vro hag a denn d'un tiegezh, diwar anv ur briñselezh, pe ur gêr, evel ur bern re all, Bourbon, Savoia, Windsor... Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 C'hwe 2022 da 17:07 (UTC)[respont]
Graet ha kendeuzet an istorioù, evel ma ranker ober en ur zoujañ da reolennoù Wikimedia. Huñvreüs (kaozeal) 12 Ebr 2022 da 20:57 (UTC)[respont]