Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Skraperezh gouestlidi

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Krediñ a ran divinout diwar-benn petra eo ar pennad-mañ. Met petra eo ar ger "mac'hiad" ? --Llydawr (kaozeal) 28 C'hwe 2016 da 20:58 (UTC)[respont]


Demat! Geriadur Preder: otage ◊ mac'hiad g. -ed

prise d'otage skraperezh mac'hiaded.

(liamm:http://www.preder.net/r/geriadur/geriadur.php) A galon--Dishual (kaozeal) 28 C'hwe 2016 da 21:29 (UTC)[respont]

Demat, Bez' 'oa eus ar ger gouestlad dija, bet lakaet amañ e miz Here 2012... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 29 C'hwe 2016 da 10:09 (UTC)[respont]

Demat, daoulagad lemm gant an aotrou! Liammañ a rin an div bajenn a-benn neuze. A galon--Dishual (kaozeal) 29 C'hwe 2016 da 11:11 (UTC)[respont]

N'eo ket un afer a zaoulagad, paotr ! Graet ma soñj ober gant geriaoueg Preder an nebeutañ ar gwellañ : mammennoù all a zo. Ar gerioù "gouestlad" ha "gouestlidi" a gaver e-barzh un toullad mat a bennadoù all (hemañ Azoniad Stockholm da skouer)...--Prieladkozh (kaozeal) 29 C'hwe 2016 da 11:16 (UTC)[respont]
N'ouzon ket pet den a gompren ar ger "mac'hiad". Kavout a ra din e vefe komprenet aesoc'h ar pennad ma vefe graet gant ur ger anavezetoc'h. Daou c'her brezhonek a gaver er geriadurioù boas evit lavaret "otage" e brezhoneg : "gouestlad" hag "ostaj". --Llydawr (kaozeal) 29 C'hwe 2016 da 11:45 (UTC)[respont]
Ali ganeoc'h penn-da-benn...--Prieladkozh (kaozeal) 29 C'hwe 2016 da 11:52 (UTC)[respont]
Ouzhpenn-se al liester "mac'hiaded" ne seblant ket gwall reizh : s.o. Yezhadur bras…, § 831 a). Po'low (kaozeal) 3 Meu 2016 da 10:55 (UTC)[respont]
  1. Gouestlad (M.)
  2. Den-gouestl (M.)

Reun ar Glev, Dictionnaire classique français-breton, Al Liamm, 1990, levrenn VII, pajenn 2510b. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Meu 2016 da 11:14 (UTC)[respont]

Kinnig a ran e vefe graet er pennad-mañ gant ar ger anavezetoc'h "gouestlad". Piv zo a-enep ? --Llydawr (kaozeal) 9 Meu 2016 da 07:52 (UTC)[respont]

Lakaet em eus "gouestlidi" kent "mac'hiaded" ; gant an daou em eus graet e korf ar pennad, pa'z eo reizh an daou. A-du gant kemmañ anv ar bajenn evelato, evit ma vefe aesoc'h ar c'hlask. --Rudlamot (kaozeal) 9 Meu 2016 da 09:27 (UTC)[respont]