Kaozeal:Sel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ur ger rouez eo ha dianav d'an darn vrasañ eus ar geriadurioù, war a seblant. Marteze n'eo nemet un adstumm eus "treust" (sellit ouzh ar ger "plafond" e geriadur galleg-brezhoneg Troude p. 692). Gwelloc'h e vefe ober gant ur ger anavezetoc'h evel sel, da'm soñj. --Llydawr (kaozeal) 27 Meu 2012 da 19:43 (UTC)[respont]

Gwir eo n'eo ket ar ger anavezetañ. Kavet e vez gant Jules Gros avat, skrivet terrest gantañ, ha troet gant "plafond". «Sell ar gwiad-kevnid a-istrilbilh ouzh an terrest» TRBP.II/208; «Eno a zo (ez eus) peder gostezenn kig-sall a-istribilh ouzh an terrest» TRBP.II/272; «Du-mañ eo uhel an terrest TRBP.IV/141. Kavet e vez ivez e-barzh skridoù Jakez Konan. Meneget eo ivez e-barzh geriadur Favereau, skrivet ter(r)est gantañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Meu 2012 da 20:22 (UTC)[respont]