Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Prokopios Caesarea

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Stumm an anv Prokopios Caesarea a zo un emdourtad ("oksimoron") gant un anv gresianek staget outañ un anv latin. Pe "Prokopios Kaisareia" diwar ar gresianeg pe "Procopius Caesarea" diwar al latin. Saver ar pennad en doa graet gant "Kaesareia", ar pezh a oa propoc'h.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Kzu 2014 da 12:46 (UTC)[respont]

Un ali eo, re all a c'hall bezañ, pegen kalet bennak e kavfe lod gouzañv alioù an dud all. Met evit ur wech ma klaskont kaozeal, arabat bout re figus, stlakomp an daouarn dezho kentoc'h, rak ne c'hoarvez ket ken alies .
Prokopios zo un anv gresianek. Me 'gred e vo sklaer d'an holl. N'eus abeg ebet d'implij "c" en un anv gresianek, petra bennak ma'z eus ur stumm latin ivez d'an anv, Procopius. Nemet e vefe dibabet ober gant an anv latin evel-just.
Caesarea, met faziañ a c'hallan, zo un anv latin, evel hini Julius Caesar. Sur-mat ez eus un doare gresianek d'an anv. Daoust hag ar stumm latin orin pe ar stumm gresianek a vo implijet? Eus kement-se e c'haller kaozeal evel-just.
Oksimoronoù zo en holl yezhoù, ha meur a ster zo d'ar ger. Un oksimoron e vefe an droienn latin festina lente. Lakaomp e vefe unan amañ : c'hoarvezout a ra da dud zo kaout un anv en o yezh ha bout genidik eus lec'hioù hag o deus anvioù en ur yezh all. Lakaomp Sant Jakez al Lanneg: ar sant-se n'en deus gwelet lanneg ebet, nemet krediñ a rafed en deus gwelet e Galiza, un afer a feiz kentoc'h eget a skiant. Memes tra gant Paol Tars: e anv ne oa ket Paol, anv brezhonek, hag eus Tarsos e oa.
Prokopios, da vihanañ, a oa eus Caesarea, un anv latin eus Palestina en amzer Prokopios, hag en deus stummoù arabek ha hebreek ivez a-benn bremañ.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Kzu 2014 da 19:52 (UTC)[respont]